LABOURZO
Accueil > Animation > Offre d’emploi (Animation)

Offre d’emploi (Animation)

  • Poste  Rener/ez kamp vakansoù
  • Période  D'ar 07/07/2024 betek an 13/07/2024
  • Lieu  Kamping Henbont (56)
  • Employeur  Emglev Bro an Oriant
  • Mission  Evit bugale etre 8 ha 12 vloaz ag hentadoù divyezhek Breizh eo ar chomadenn-mañ. En un endro bourapl, en un dachenn-gampiñ àr ribl ar Blavezh, e ranko ar rener/ez : meriñ ur skipailh buheziñ get 2 animatour.ez hag ur strollad 20 bugel. Kas da benn stalioù buheziñ liammet get raktres desavadurel kevredigezh Emglev Bro an Oriant ha krouiñ ur raktres pedagogel é doujiñ doc’h reolennoù surentez ha yec’hederezh. Kamp aozet tro dro d’an natur ha d’ar sportoù : prantadoù velo, kayak... Meriñ a ray ar rener pe ar renerez ar vuhez pemdeziek hag al liammoù get an dud.
  • Profil Gouiet kaozeal brezhoneg ; kaout an DARE; bout emren er c’hamp vakañsiñ; gouzout hiroc’h àr ar reolennoù degemer hag aoziñ ur chomadenn evit ar vinored (mererezh, bevañs…). Aotre bleniñ.
  • Type de contrat  CDD
  • Rémunération  700 euros kriz
  • Contact  Emglev Bro an Oriant, emglev@ebo.bzh / 02 97 21 37 05
  • Fiche modifiée le 2024-03-18 16:22:20